Muioc'h a reolerezhioù war ar ginnigadenn dre dreyonennoù zo pourchaset gant penel ar c'hinniger, evel ar varregezh da welout an dreyonenn da heul, notennoù an dreyonenn ha framm amzer ar ginnigadenn e-pad ma vo gwelet an dreyonenn vremanel nemetken gant an arvesterion.
A-benn mirout ouzh ar gammgemeradenn en abeg d'ar skrammañ kalz elfennoù ar ginnigadenn, e skramm penel ar c'hinniger an elfennoù war tri gwel a vez kemmet aes.